Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/303

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


ha lavaret d’ezo e peleac’h mont da enterri Ian. A benn eur pennad, pa oant krog holl en o labour, Ian a bignas d’ar gambr. Tenval e oa. N’oa goulou ebet. An itroun oa en he gwele.

— Allo ! emezan, en eur drênvez an aotrou, brema e vo peoc’h : ema lazet Ian, pelloc’h. Mez an amzer ’zo ien, va Doue ! Me ’m eus riou.

— Tapit eur banne kognak. Aze ez eus kognak mad war an daol, eme an Itroun.

Ian a evas eur banne en eur staga ar voutailh euz e benn. Goude-ze, ez eas er gwele hag en eur rodella al linsel en-dro d’ezan e lavare : « Me ’m eus riou ! me ’m eus anoued ! »

Ha pa en devoa dastumet holl al linsel evel-se, e lavaras d’an itroun : Ah ! ne ’m eus ket bet sonj ! Mond a rankan da welet ha golóet mad eo korf Ian gand ar mevelien. Rak da deuler evez ’zo. Mar deu an archerien da ober enklask, ni ’c’helfe beza tapet, c’hoaz, diwar goust al lampoun-ze.



A veac’h ma oa eat kuit, setu an aotrou er gambr. « Ah ! gwreg a lavare laouen, en

— 302 —