taol-ma eo paket an tan da Ian. Ema e gorf en douar.
E gorf en douar ? eme an Itroun oc’h anaout e vouez. N’edoc’h ket c’houi ama brema-souden ?
— Nann zur, eme an aotrou, n’oun ket bet ama, abaoe ma ’z oun diskennet.
— Va Doue ! neuze eo eat al linsel gant Ian. Hag an itroun a gountas penaos en doa al laer en em gemeret.
— Oh ! an ampouailh.
Hag an aotrou, tapa krog en e fusuilh ha, di Ian. E peleac’h e ma ho mab a lavaras d’ar vamm-goz.
— O ! n’oun dare. Hennez ’zo laer.
— Mat, lavarit d’ezan ma na deu ket da laerez ar goan diwar en daol duma, fenoz, me ’lakeio an tan en e di.
— O ! mont sur a rey ; hennez a zo laer
hag a ya atao, pa ve lavaret d’ezan.
Pa deuas an noz, en devez-se, an aotrou en doa pedet soudardet hag archerien da goania gantan kevret.
Ian a yeas da welet penaoz e c’helje ober e daol. Hag hen mont dre ar prenestr en ti,