Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/310

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HEMENER HAG AN DIAOUL


XX


Eur wech, eur c’hemener a yeas da zevezia war ar meaz.

Evel ma oa tomm an amzer, e lakeas e dorchen e disheol eur wezen brun.

Frouez oa er wezenn ker stank hag an deliou. Dare oant hag e kouezent diouz an daou du war ma c’hemener. An diaoul, ive, red e vije, o distage evit e denti. Rak derc’hent hanter-eost e oa ha d’an deiz-se ’zo yun evit ar gristenien.

Evit lavaret gwir, ar c’hemener a gemere ar frouez en e zorn, a waske varno gand e vizied hag o lakea a gostez. Bremaik, a lavare, da greisteiz, me ’zrebo an dra-ze. Mez araog, avat, ne rin ket na ne rin. Me

— 309 —