Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/312

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HEMENER HAG AN DIAOUL


da zibri eur brunenn, araog kreisteiz. Mez n’eo ket unan, diou ’peus debret, hag oun deuet d’az kerc’hat.

— Dribi prun ?… Mez kreisteiz eo !

— N’eo ket. Sell ouz da vontr. Daou vunut a vank c’hoaz. Alo, er zac’h, ha buan. Me n’em eus ket amzer da goll.

Hag evel dre c’hoari, e testumas ar c’hemener en e zac’h-ifern hag e taolas anezan war e skoaz.



Edo o tremen gand an hent bras pa glevas, en eur park, eur plac’h youank o pec’hi war he zaout.

— Klev ’ta, emezan, houn-hont he deus c’hoant ive da vont d’an ifern, evit an doare. Kouls tra d’in mont d’he c’herc’hat, dioc’htu. Kuit e vezin da zont eur wech all, dre ama.

Hag an diaoul, lezel e zac’h hag ar c’hemener war an hent, ha da gerc’hat ar plac’h yaouank.

Ar c’hemener a ruilhe gand e zac’h, eus an eil kleuz d’egile.

Eur chaseour a eruas da dremen. Hag o welet ar zac’h o tont hag o vont dre an hent :

— 311 —