— Petra ’r foultr ! a zo aze da vihana ? a lavaras.
Hag e roas d’ezan eun taol botez.
— Aï ! Aï ! eme ar c’hemener.
— Petra ? Piou ’zo aze ?
— Me paourkeaz aotrou, o vont gand an diaoul d’an ifern !
— Gand an diaoul ’ta ?
— Ia, da ! eme ar c’hemener, hag an dra-ze, abalamour ma ’m eus debret diou brunenn araok kreisteiz !…
— O ! gortoz ! eme ar chaseour.
Hag e tilasas ar zac’h.
Ar c’hemener p’en doe gellet kaout e frankiz,
ne jomas ket da vragal. En em denna
reas da guzat gwella ma c’helle. Ar chaseour
a c’halvas e gi Turk, eur pikol ki bras,
hag a lakeas anezan e leac’h ar c’hemener.
Ha kuit ive.
Koulskoude an diaoul en doa great tro wenn evit e blac’h-yaouank ; rak houn-ma pa he doa gwelet anezan o tont, ’oa kouezet d’an daoulin ; skei a rea war boull he c’halon, en eur c’houlen pardoun. Ha Doue a bardounas d’ezi. An diaoul ’oa droug ennan. Dont a reas war e giz, hag en eur lakaat