Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YANN HE VAZ HOUARN



Hag e kemeras e vein milin unan a zindan pep kazel evit mont d’o heul.



Bale rajont epad an deiz.

Pa deuas an noz oant digouezet var bord eur ster. En tu all d’ar ster, oa eur c’hoad bras.

— Deomp d’ar c’hoad, a lavaras Yann e vaz houarn.

— Deomp ’ta, a lavaras ar re all.

Yann a daolas eur penn deus e vaz en dour hag oc’h en em harpa var ar penn all e lammas dreist ar ster. — Paot ar roc’h a daolas e vean en dour hag e diou rampaden oa en tu all. — Hag ar miliner a reas eur c’harbount gant e vein-milin hag oa er c’hoad kerkent hag e gamaraded.

Goude bale eun tammig dre douez ar gwez, e tigouezont e tal eur c’hoz ti fall. Eun denig oajet ha treut oa e tal an nor, azezet var eun tam piltoz.

— Deiz mad ! eontr, a lavaront dezan. Da biou ar c’hoad-ma ? D’it eo ?

— O ! nan, siouaz ! emezan. Mestr ar c’hoad-ma eo mestr ar c’hastell zo du-hont pelloc’h. Mes eun devez eo eat kuit ne ouzer na penaos na pe da vare. Hag abaoue, holl ar re ’glask

— 31 —