mont da jom d’an ti-ze a vez lazet d’an eur a greisteiz.
— Lazet ! a lavaras an tri gamarad. Gant piou da viana ? Ni ya da welet.
— Ia, ia, kit da velet ma ho peus c’hoant, eme an denig koz. ’Mez taolit evez rag eun Aotrou baro hir.
— O ! bezit dinec’h. Ma lakeomp hor c’hrabanou warnan, ne finvo mui.
Hag ez ejont d’ar maner.
Ar maner oa eun ti deus ar re gaera. N’oa den ennan. Mez, avad, beza oa ar pez a garied : kig ha bara da zibri, gweleou plunv da gousket, hag, er c’hao, gwin, chistr hag a bep seurt traou mat da eva.
Evel ma oant skuiz ez ajont, dioc’h-tu, da gousket goude beza debret eur goan vad. O c’housk oa bet deus ar gwella. N’o doa klevet trouz ebet.
Ha deus ar mintin, goude beza debret mat o lein, c’hoas, ec’h en em glevomp da dremen an deiz hep beza inouet. Lakeat oa e chomje unan er maner da ober ar geusteuren. An daou all a yaje da jaseal. Ha pa vije bet prest mern,