Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YANN E VAZ HOUARN


war dro mareou ar c’hreisteiz, e vije sonet, na petra ta ? kloc’h ar maner.

Ar mengleuzier a c’houlennas chom da genta, er gear. An daou all, eta, a gemeras fuzuilhou ha poultr oa eno. Hag en hent.

Paot e roc’h, en em lakeas a-zevri da farda eur vern vad. Lakaat a reas ar pod war an tan. Ar zouben a verve dija. Ar c’haol oa poaz. An traou all oa ’vont da veza prest. Kerkoulz an horolaj a verke, dija kreisteiz. Ha dres e sonje mond da zon ar c’hloc’h pa glevas trous er siminal. « O ! emezan, eul lapous noz bennak dihunet dre ar moged a yea en e fri. »

Mez, sada o koueza eur mean, hag eun all, hag eun all c’hoas.

— Bremaik, lapous daonet, a lavaras, me raio d’it disken.

— Ah ! ya. Mall az peus da welet ac’hanon, a lavaraz eur vouez. Gortoz ma rin da stal d’it.

Ha kerkent, sada war an oaled eur mell den, baro d’ezan hag a získenne beteg e voutou. Kregi ’reas er mengleuzier hag e tibradas anezan evel eur bugel. Goude e liammas d’ezan e zaouarn hag e dreid, hag en sebelias dindan ar mean oaled.

— 33 —

3