Mez eun devez ’zo, ema klanv. War e wele ema. Ha difennet krak en deus lezel den da vont beteg ennan.
— Den ! eme Yann. O ! me rank mont d’e veteg, avad. Me, kenneubeut, n’em eus kavet va far, morse. Me ’rank gwelet an Aotrou-ze.
— Esaït mar kirit. Mez diwallit ouz e gounnar. Er prizoun, aze, zo eun den pinvidik hag a zo bet falvezet gantan en em zevel eneb d’ezan, eun devez. Teir blac’h yaouank en doa hag a zo dalc’het ive, aze, gant o zad kevret.
— Bah ! eme Yann, en eur skoazia e ziskoaz, me ’rank mont da welet, atao.
Hag hen er maner.
Kerkent, eur bern tud a deuas a benn d’ezan da viret outan mont larkoc’h. Mez n’oa ket bet pell evit en em zizober anezo. Eun taol baz en tu-ma, eun taol all en tu-ze hag e oant holl taouarc’hennet. Hag ez ea, evel-se, deus an eil kambr d’eben. Pelloc’h e tigouezas en hini oa an Aotrou enni.
Edo, eno, astennet war e wele. Deus e benn ne weled nemed ar c’hig ruz. Ha teir blac’h koant ha fichet kaer oa o louzaoui anezan.