Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YANN E VAZ HOUARN



Pa oa digouezet e welas e zaou gamarad oc’h en em ganna diwar benn gouzout piou a gemerje da bried ar plac’h yaouank en doa digaset d’ezo da genta.

— Peoc’h ! nom de mil Borgnon ! eme Yann. Peoc’h paotred ! Setu ama eur plac’h yaouank all. Dalc’hit anezo o diou. Me ’zo ’vont en dro da gerc’hat eur c’hoar o deus du-ze. Er giz-se on devezo pep-hini e hini. Hag hên er puns, adarre.

Mez an taol-ma, a veac’h m’oa diskennet, e zaou gamarad a zavas ar gorden.



Koulskoude, Yann a yeaz da di an Aotrou Baro-hir. Kemeret a reaz ar plac’h yaouank all hag he zad. Dont a reaz buan, ganto kevret, da c’hinou ar puns. Ar plac’h yaouank a zanse gant ar foug oa enni ! Mez digouezet gant an toull ne weljont korden ebet mui.

— An dud fall ! eme Yann. Tennet o deus ar gorden ganto. Brema vo brao d’eomp ! Ama e rankfomp chom, nemet ar Baro-hir a lavarfe d’eomp penaos mont d’hor bro heb ar gorden.

Hag hên da di ar Baro-hir, en dro, da gounta ar pez oa digouezet.

— 41 —