Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN HIGEN VURZUDUS



Digouezet var bord ar mor, e klask eun toull doun etre diou roc’h da deuler e higen. Goudeze, e kemeras plijadur o sellet ouz ar bezin o neûn evel rubanou hag o welet ar cheored o c’haloupat an eil varlerc’h eben, etouez ar yeot mor.

Sada ma sant eun dra bennak o kregi. — Aze, eo ! emezan. Hag e chache goustadik e higen, o sonjal e teuio gantan eur pesk bras bennak. Mes krak ! al lasen a dor. Pesk hag higen zo eat ebiou. Ha glac’haret neat, e teu warzu e vreur da gounta d’ezan e wall-dro.



D’ar mare-ze, Sousor a oa o c’haloupat e kreiz ar c’hoat. N’edo tamm en imor vat. Rak ne gouie ket ar mod da jaseal ha ne bake tra.

Roderik a gountas d’ezan ar pez a yoa digouezet.

— Mil azen ! a respountas. Brema ’peus great eun taol brao ! Me’ rank kaout va higen. Kea d’he c’hlask. Mar teuez dirazon hebdi, me da lazo gant da wareg ha da virou. — Mez

ennan e-unan e veize [1]: Va breur en em

  1. Meiza. — Penser
— 51 —