Roderik a zaoulinas dirak Doue ar mor. Lavaret a reaz bennos d’ezan hag e c’houlennas digantan sevel war ar mor ha dont war an douar, adarre.
— « Euz ar voger aze, a respountas Doue ar mor, ez eus bokedou bleun-mor. Kemer ha lak anezo a-zindan d’az fri.
Ar bleuniou-ze a reas d’ezan kousket.
Pa zifunas edo war ar roc’h hag oa divarni bet risklet en dour. « Daoust, a sonjas, ha me zo bet oc’h huvreal ? »
Mez nan. En e gichen edo an higen aour hag an daou vean lugernus. Dastum a reas anezo ha yao varzu ar c’hoad.
Sousor hen gwelas o tont. Krial a reas d’ezan a ziabell : « Tec’h diouzin, loan divalo ! Ne meuz izom ’bet ac’hanout ! Ne zellin ket ouzit ken a zigasi d’in va higen aour.
— Mez setu anezi, ama. Dal ! Kemer ha ro d’in ya gwareg.
— Han ! va higen ? gwel ’ta. Hag e kemeras an higen en e zorn.
— Va higen eo, avad ! Mez kea pelloc’h c’hoaz diouzin brema. Ne roin d’it da higen na da wareg. Me eo, brema, mestr ar c’hoad hag ar mor. Me da lazo mar dez da enebi…