Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOULOU GLAS ar Roue Salomon
IV
E Brest oa, gwechall, eur c’homiser polis hag a gave dies gwelet an oad o tont d’ezan. E zeveziou oa bet, atao, griet gant neud aour ha neud arc’hant. Ne zonje nemet gant tristidigez er boan a deu da heul ar gozni. Skrija ’rea dreistoll, o velet e teu, atao, gant an oad, ar maro.
Hag e kemere e velezour, aliesoc’h eget bemdez, da c’houlen outan pe oad a roe d’ezan. Hag e tenne e vleo pa zeraouent griza. A bris ebet na felle d’ezan mervel. Ha selaouet en defe an diaoul, zoken, ma ve bet deuet da ginnig d’ezan eur bloavez muioc’h.
Abalamour da ze, e kemeras da gamarad eur medisin a jome e kichen e di. Esper en
— 61 —