Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOULOU GLAS AR ROUE SALOMON



— Hoc’h hano ?

— Eun dra eo ha ne sell ket ouzoc’h.

— A beleac’h e teuit ?

— Deus ar hed holl.

— Da beleac’h ez it ?

— D’al leac’h ma karo Doue va c’has. Va hent zo dre ar bed. Mont a ran hep gouzout da beleac’h. Bale a ran kerkent hag ar goulou deiz. Ehana ’rankan pa deu noz hag ez an da ziskuiza da balez ar Roue, kerkoulz ha da di ar paour.



Ar c’homiser a zelle piz ouz an estranjour. Ne ouie ket kalz petra da zonjal. Pelloc’h e lavaras d’ezan gant eur c’hoarz yud : — « Deuit, aotrou, d’ar prizoun. Ni welo, varc’hoaz, petra ’zo kuzet dindan ho komzou.

— N’em eus lavaret nemed ar wirionez.

— Ni ’welo an dra-ze. Warc’hoazs e rankoc’h kounta ho puez. Mar en em fazian e vezoc’h lezet da vont kuit. Mez mar doc’h an hini a zonjan e vezoc’h krouget.

Hag an estranjour a reas eur c’hoarz trist. O ! a lavaras, me ’garfe beza krouget ! Ma c’hellfen beza krouget, pelloc’h !

— Warc’hoas e vo gwelet.

— 63 —