— Warc’hoas ?… An deiz a deuio da c’houlaoui hag an avel am poulzo, adarre, atao evel atao, varzu broiou all.
— Kement-se a zello ouz ar pez hon devezo kavet en ho puez.
— Ah ! brema, e kozeit mat
— Allo, a lavaras d’e gamaraded, furchit e
c’hodellou ha tennit digantan e baperou hag
an traou all a c’helfe dougen.
Abred diouz ar mintin, d’an deiz warlerc’h, ar c’homiser oa dirag e vureo, eul lunedou var e fri, o lenn paperou an estranjour. Ar paperou oa koz, ken koz ma oant uzet, debret gant an amzer. Hano oa enno deus an traou oa bet, gwechall, mez ar pella gwechall. War eun eneben edo ar c’homzou-ma : « Gwelet am eus ar C’hrist o vervel. » War eun eneben all : « Gwelet am eus gwez el leac’h e ma, hirio, kear Vrest. » — War eun all c’hoaz : « Nag oa kaer, gwechall, ar prajou ema enno brema, keariou Landerne ha Kemper ! »
Hag ar c’homiser a gave pennadou skrid e brezoneg, pennadou all e galleg, pennadou all c’hoaz ne gouie ket e pe seurt yez. — « Oh ! a veize, n’ouzoun ket piou eo. Mez eun den