Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/74

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOULOU GLAS AR ROUE SALOMON


lit kredi, ne oa ket evel hini eur bugel. Ne rea nemet trei ha dizrei war e c’holc’hed. Ober a rea, ive, uvreou spountus. Pelloc’h, koulskoude, e kouskas c’houek awalc’h.

Dija an heol oa uhel hag ar c’homiser a gouske c’hoaz. E kreiz e gousk setu ma klevas skei war dor e gambr.

— Piou zo, ’lavaras en eur frota e zaoulagad.

— Digorit. Me eo.

Ar c’homiser a yeas war e zaoulin. An anken en e galon, ec’h en em lakeas da zrailha pedennou ha da en em erbedi ouz kement sant ha santez a deue en e zonj. Rak anavezet en doa mouez ar medisin.

— Digor ’ta, pennok, pe me ’zo vont kuit.

— Ia, ia. Kea da gaout Doue. Me ’rei pinijen evidout.

— Pinijen ! Mil diaoul ! gra ar binijen a giri. Mez eur weac’h c’hoaz, digor, pe me zo vont…

— Ia, ia. Kea d’ar bez e peoc’h…

— Petra ! Te zo troet da benn ! Me eo an aotrou Lucas, medisin.

— Va Doue !

— Digor. Me ’m eus eur bern traou mantrus da gounta d’it…

— 73 —