Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Ar c’homiser a zigoras. Gwelet a reas ar medisin yaouankeat holl, e vuzellou livrin, e zremm livet kaer ha fresk. Mont a reas, kerkent, en egar : ar gwad a zavas d’e benn. Hag e taolas war ar medisin eur zell ken spountus ma ’z eas hen-ma daou bas war e giz.

— Neuze ’ta, te zo beo ? eme ar c’homiser.

— Ia laouen ! evel ma welez.

— Ha nerzusoc’h, yaouankoc’h eget biskoaz ?

— Oan dres deuet d’her c’honta d’it. Ha koulskoude, ne ouzoun ket kaer penaos eo digouezet kement-se.

— Ah ! ne ouzout ket ? Mad, me oar, maleüruz ma ’z oun ! Sot ma ’z oun bet !

— C’houi ’c’hoar penaos eo c’hoarvezet ar mirakl-ze ?

— Ia, zur. Tec’h kuit ! Kea buan ! Ma na dec’hez ket, diwall diouz va c’hounnar.

— Petra ? petra ’zo ?

— Kuit ! ha buan pe me rei bleud gant da eskern ! Hag en eur lavaret kement-se, daoulagad ar c’homiser oa diskeulfet, e c’hinou a eoenne.

— 74 —