Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR SORSER
V
Kre nom de nom ! a lavare eun devez Louik Kervilar hag a oa o klask e arc’hant en eun toull moger. Kre nom de nom ! Hag e fourre e zorn, c’hoaz, hag e toulbabe.
— Petra ’zo ’ta, Laouik, a lavaras e wreg ?
— Petra ’zo ? Red eo ma ve laeron en ti.
An arc’hant ’m oa lakeat ama, ’zo eat kuit.
⁂
Laouik Kervilar ha Fantik, e wreg, oa piz war o liardou. E kichen mantel ar siminal en o zi, adrenv eur sklasen, oa eun toull
— 79 —