Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR SORSER



— Gwelet awalc’h em eus e lagad, eme ar Sorser. Setu aze al laer !

Saïg a gouezas d’an daoulin : — Oh ! a lavare, arabat kreuvi va lagad.

— He meritout a rafes, koulskoude, kalken ma ’z out. Mes ne skoin ket warnan abalamour ma out yaouank.

Met dija Laouik Kervilar oa lammet war e vevel bihan hag a zistribilhe anezan : — Va arc’hant, a lavare, e peleac’h ema va arc’hant ?

— Adrenv an ti, e traon eur wezen avalou. Lezit, me ’zo ’vont d’o c’herc’hat. O ! en han’ Doue ! n’am diskuilhit ket d’an archerien.

Hag eun nebeut goude, Laouig en doa e arc’hant.



Pegement a vankan deoc’h, a lavaras, neuze, d’ar Sorser.

— Foei ! pep hini a rank beva eus e stad. Lakomp eur pez a ugent lur.

Ker avad, a sonje Laouig. Mez ne gredas ket en em glemm. N’oa ket da chipotal gant unan hag a wele ken sklear en aferiou ar re all.

En eur denna eun alanad hir, e kerc’has deus e c’hodel eur zac’hik lian hag e roas

— 85 —