Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


ugent lur d’ar sorser. Mall en doa d’e welet o vont kuit, en aon da veza sorset gantan d’e dro.

Evelkent, e kinnigas d’ezan eur banne gwin.

— Nann ! bennoz Doue, Laouig. Koz oun. Ne dan mui founnuz gant va hent. Mall eo d’in mont. Va hini goz ’vo inouet ouz va gedal. Kenavo eur wech-all.



— Pegement, a lavaras, neuze, Fantik d’he fried, pegement oa eat d’it gant al laer ?

— Dek lur. Hag em euz dispignet ugent lur evit o c’haout. Ar zorserien ’zo eun tammig ker !



Dizesk oa an dud, gwechall,
Hag er zorserien e veze kredet.
Mez, biskoaz, muioc’h eget eun all,
Ne hellent anaout an traou kuzet.
Tud fin, avad, int bet atao,
Hag awechou
E c’houient tenna brao
Ho flaniou.


◆ ◆ ◆ ◆ ◆ ◆
— 86 —