Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Abarz mont kuit, ar Roue a daolas eur yalc’had aour war an daol, en eur lavaret : « — Setu, aze, peadra da sevel va filhor. Pa vezo deuet da baotr yaouank, c’hwi ’lavaro d’ezan dont d’am falez. »



Triouac’h vloaz goude, Perig a yea da welet e baeron. Deuet oa da veza eur paotr yaouank deus ar re goanta.

En eur vont e welas eur marc’h o peuri var an hent bras.

Pa oa o tremen, ar marc’h a savas e benn.

— « Paotr yaouank, a lavaras, te zo ’vont da welet da baeron. An hent ’zo hir : ne anavezez ket anezan. Pign war va c’hein ; me ’gaso ac’hanout da di ar Roue.

Ha Perig, mantret da genta, a bignas koulskoude, var gein ar marc’h.



Dija en doa kerzet epad daou zevez ha diou nozvez. Oant digouezet war bord eur ster. Ar marc’h a yeas da eva dour. Hag epad ma torre, evelse e zec’hed, Perig a welas eur verienen oc’h en em zifreta en dour hag o klask savetei he buhez.

— 98 —