lur ’zo el loar, pelec’h eman kreiz ar bed, ha petra zonjin pa vin o kôzeal ganec’h.
Ma ne lavaret ket d’in kement-se, sur ho lêr a baeo.
An ermit en em lakas da grenan. Evit ar wech kentan e teuas anken, nec’hamant war e spered.
— Oh ! e sonje, biken n’hallin lavaret d’ar roue ped lur zo el loar. Daoust ha ze zo treo hag e c’haller da c’houzout ?
E oa o tibri e spered evelse, pa deuas en ti eur c’hlasker-bara.
An ermit a gontas d’ean e nec’hamant. Ar paour a selaou hag a ra e zonj.
— Tad, a lavar d’ean, roet d’in ho tilhad ermit. Me c’hortozo ar roue aman, Me responto d’ean evidoc’h. Rak se, bezet dinec’h.
D’abarde, ar roue a deuas en ti.
— Ac’hanta, emean, pesort pouez a zo el loar ?
— Otro roue, eme ar paour, on o paouez dont eus he fouezan ; n’eus enni nemet eul lur hag eur c’hartouren. Pouezet-hi d’ho tro hag e welfet ma n’eo ket gwir.
— Ha kreiz ar bed, pelec’h eman ?
— Aman, set’, ’barz ar c’hogn. N’ho peus nemet muzulan hoc’h-unan, ma ne gredet ket.
— N’on ket evit nac’h, eme ar roue. Mes petra zonjan d’ar mare-man ?
— Oh ! ma Doue, êz awalc’h eo goût. C’houi zonj ganac’h oc’h o kôzeal ouz eun ermit.
— Hag ec’h on, emichans, eme ar roue.
— N’oc’h ket, otrou. Me n’on nemet eur paour kez klasker-bara.