Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —
Hag hen o tiskoue eur c’hrouer.
— Setu hen aman, roue, emean ; lennet mar gallet.
— Lenn petra ? eme ar roue ; hennez zo eur c’hrouer !
— Ma, eme ar paour, me zo ’vont da lenn d’ec’h.
Hag hen da ziskoue ar wiaden d’ar roue, en eul lavaret : « Aman eo toull ; aman n’eo ket toull ; aman eo toull ; aman n’eo ket toull ! »
— Tanfoueltr ! eme ar roue ; me oar ze pell zo !
— Oh ! eme ar paour, breman ec’h ouzoc’h, mes bremaïk ne ouiec’h ket.
— Mad, eme ar roue, chom ’n em falez. Te vo mad da ziluian ar c’hudennou luiet.
⁂
Hag ar paour a deuas evelse da vean pinvidik. Eürus e oe betek fin e vue. Lod a lavar, zoken, e timezas da verc’h ar roue.
An neb a zo poellet e spered, |
- (Diwar Kontadennou an O. Jézégou).
————