Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —


Luch ar Bitouz

Kement-se ! ’m eus aoun ’c’h out eun tammig bihan dirêzon ! Pelec’h an diaoul 'c’hallin-me dastum an arc’hant-ze !

Ar Bobaleon

Ma vijen mestr d’an ti, glevez ket, e c’halljemp ’n em glevet war nebeutoc’h, marteze. Met an ôtrou, pa ’ neve laket eun dra ’n e benn, n’eo ket elec’h all. N’eo ket eul lâr-dislâr, pell ac’hane ! Ha lâret ’n eus d’in : eur pez ugent real war daou-ugent skoed.

Luch ar Bitouz

Ma ! ma ! neuze ne zervij ket chom da chipotal ! Arôk ober al lizer, memes tra, am eus c’hoant d’ober eur gôzeadenn gant ma gwreg, betegout na gavfe eun dra bennak da lâret.

Ar Bobaleon

Ac’hanta ya ! Ze ’zo mat mat ! Et da n’em glevet eun tamm ho taou hag, er c’heit-se, me gempenno c’hoaz eun tamm an treo dre aman. (Luch ar Bitouz ’c’h a er-mêz).


PEMPVET PENNAD
AR BOBALEON

Ar Bobaleon, e unan. (Kempenn ’ra diouz e wellan an treo eun tamm c’hoaz, ’n eur ganan) :

— « Ro bac’hadou d’ei ’ta, lâr, Yann
« Ro bac’hadou d’ei ’ta. »
— « Ho ne ran, ho ne ran ket,
« Rag kuit hi lâr monet. » (d.v.)

Vel ma karo !… Mont kuit ? — ’Vit me, da vihanan, nan n’in ket kuit breman ! Ma ôtrou ’c’h a da vean stad kaer ennan, o welet feurmi e di, hag ar Bobaleon ’c’h a da gaout eun tamm gwerz-butun.

Ne oar den pegeit zo e klasken feurmi an ti-man, met ne gaven den da zont ebarz !! Hirie ’m eus kavet ; ha bremaïk, dampred vin, e vo grêt marc’hajou !… (Klevet ’ra tud o tont).

’M eus aoun, eo arru Luch ar Bitouz hag e wreg… Ma fe ! n’int ket bet pell ! Bale n’eus grêt, fedamdoustigen !


C’HOUEC’HVET PENNAD
AR BOBALEON — LUCH AR BITOUZ
MARI BIKAOUIK (He bugel gant houman war he diouvrec’h)
Ar Bobaleon

Oh holla ! N’out ket bet pell, Luch ar Bitouz ! Goût a rez chachan war da ivinou !