Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —


EILVET LODENN
————
KENTAN PENNAD
AR BOBALEON
Ar Bobaleon (en eul lemel ar paper).

Heman breman, n’eus ken ezomm anean, pegwir ’m eus kavet toull da feurmi, 'velkent, an ti-man. Poan ha trubuilh awalc’h am eus bet gantan, evit lâret ar wirione.

« Met ma renker kaout kolo hag amzer
» Evit darevi ar mezper,
» Gant ar boan, hag an amzer,
» A bep tra a-benn e teuer. »

Ya ! ya ! Bobaleon, grêt e teus marc’hajou, ha marc’hajou mat ! Ar sort-se !! Hag a dalveo d’it eun tamm mat a werz-butun ! Eun tammig am eus bet digant Luch ar Bitouz, met digant ma ôtrou am mo kalz ouspenn… Ha gant se, tremenet brao an treo, ankouaet ar boan hag an drubuilh, ar Bobaleon ne dalv ken d’ean ’n em jalan ; goneet mat an neus e zevez. (Kanan ’ ra, en eur ober c’hoaz eun tamm skuban).

Pelec’h lâr hi monet, lâr, Yann ?
Pelec’h lâr hi monet ?
Da di he mamm, da di he zad, )
Rak eno vo ervat. ) (d.v.)

Ha me vo ’n em bleud ive, pa vo daou pe dri bez aour pe baper, rak ne gever ken a aour, tost ha tost o ’n em domman en em godell-guz. (Klevet a ra trouz ha mesk war an hent) Ho ! holla !!… me gred eo arru an « dilojadeg » ! Hag al Luch, ’m eus aoun, ’viit ma ne c’houitje ket war e dôl an nevoa, arôk ober e lizer, dispennet e stalikenn… Et da c’hout!… Al Luch koz a zo eul lapin, eur pôtr fin, mar geus. Ha marteze e oa e zell d’ober komanant-noz. (Mont a ra da zellet dre ar prenestr) Ya ! ya ! ya ! arru int. (War an hent e c’hoper : Bobaleon !!! Bobaleon !!) — Petra ’zo ?… Petra zo ? — (War an hent e klever laret : Deut d’hon zikour, en han’ Doue ! deut d’hon zikour ! Bobaleon a ya da doull an nor) Petra ! Dampred vo joll ! c’houi zo arru ken buan ze ! Me gred n’eo ket bet gludet d’ac’h ho treid er beure-man !… Sell piou ! Sell piou !! Al Liten hag al Lanchen ! Petra ? c’houi ’zo hirie war devez gant Luch ar Bitouz ?