Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


EILVET PENNAD
AR BOBALEON — AL LITEN — AL LANCHEN — LUCH AR BITOUZ — MARI BIKAOUIK (ganti eur baner, lec’h zo peadra da zibri ha da evan).
Ar Liten

Ya ! Piou ’ta ?… Luch ar Bitouz ha ni a zo mignoned bras ! Kuita, Luch ar Bitouz ?

Luch ar Bitouz

Ya, laouen ! mignoned a sort n’eus ket !

Ar Liten

Alo ! Boballeon !! ma rofes eun tôl skoa d’imp ; ne vi ket a re

Ar Bobaleon

Ya ! ya ! dioustu… gant plijadur ! E pelec’h e krogin me ’ta neuze ?

Al Lanchen (war an treujou).

Sell, krog aman en dôl, bepred, ha goude vo gwelet !

Luch ar Bitouz (war an treujou).

Ha te, Liten,… krog aman er c’houfr ma lakfomp ’n eur c’houign bennak aze en ti.

Ar Liten

Vel ma lerez, Luch ar Bitouz, krogomp, ha krogomp mat ; ha goude ar c’houfr, e teuio an treo all.

Mari Bikaouik (a lâr pelec’h lakât pep tra, goude bean laket he faner a goste).

An dôl aman e kreiz !… hag ar c’houfr er c’horn du-hont ma ne chomo ket etre hon zreid.

Ar Bobaleon (d’al Lanchen, en eur dont o daou e ti krog en eur c’havel).

Ya! ma fôtr kez, ha c’hoaz e lerez penôs ec’h omp bet ni e kevel a sort-man gwechall !… Gwechall ne oa ket a « vitrakou » evelen! En eun tamm koz prez dialc’houe, ma mignon, eno ’c’h on bet savet ha, me lâr d’it, eno e kousken êzet, ha te ive, marvat ?

Al Lanchen

Ya ! ya ! ar wirione ’zo ganit ! (En eur dorchan e dal a biz ar c’houezenn warnan).

Luch ar Bitouz (d’e wreg).

Glevez ket, Mari ? ar bôtred-man a zo tomm d’ê, ha ma izili me n’int ket skornet, a c’hallez kredi ! ne gavfes ket eur bannac’h koz jistr bennak dre aze, da derri d’imp hon zec’hed ?