Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


Mari Bikaouik

Petra lâret Bobaleon ? C’houi gav d’ac’h eo dalc’hmad eun dizenor gwelet an archerien o tont ’n eun ti ?… Setu aman marteze ! Daonet ! — ha c’hoaz am lakfet da douet Doue. — Ma ’neus bet d’ober eun dro bennak, al Luch, gant an archerien, klevet, biskoaz n’eo bet evit bean grêt eur jeu fall bennak, skei pe laerez… ha me oar!

Hag e fell d’ac’h tremen ac’hanomp evit tud sod pe garget a gement si fall a zo !… Me gred hon deus bet, betek-hen, awalc’h a drubuilh hag a anken, kuit da greski anê, emichans !

Ar Bobaleon

Ma fe, n’eo ket me eo ! Ha goulenn a ran pardon diganac’h, Mari, d’ho pean anwazet, met kement a zroug a zo bet êt ennon o vean bet tamallet… Met lezomp ze a goste, ha peuc’h war ar jeu !… Ar gudenn-man, n’eus forz pegen luriet eo, a renko, fedamôtrou, bean dibunet en eur stumm bennak !

Luch ar Bitouz

Gortoz ! Bobaleon ! Al Liten hag al Lanchen a zo hirie o terri mein aze war an hent, eun tammig pelloc’h ; int a c’hallfe bean gwelet pe glevet eun dra bennak ! Ma lârfen d’ê dont aman ? (Krial ra warnê diwar doull an nor). Liten !… Lanchen ! Mar plij deut aman dioustu !… Eun dra a zo zur, Bobaleon : pe veo pe varo a deu aman ! Ha mamm-goz a gonte d’in, gwechall, hir an nozveziou, epad ar goanv, arôk mont da gousket, eur bern kôjou diwar-benn al lutuned, an hoperien-noz, ar c’hornandoned, ar c’holeou briz… karigel an ankou hag eur bern treo, a zo bet deut meur wech, aboue, da rodelli ’n em spered. (War ze en em gav an daou all).


EIZVET PENNAD
AR MEMES RE — AL LITEN HAG AL LANCHEN (e korf o jiletenn)
Al Liten

Petra ’zo a neve, Luch ar Bitouz ? Gwall drubuilhet e seblantez bean ! ’M eus aoun, n’a ket gwell reiz an treo ganit… Eun tamm jeu bennak ’zo bet ’ta ?

Luch ar Bitouz

Jeu ! Jeu n’eus ket… da vihanan etre Mari ha me… Met, sell ! sell ar stlabe a zo dre aman ! Ha n’omp ket evit gôut piou ’zo bet kilhenn awalc’h da ober d’imp an dro vil-man… Daoust hag en n’ho pele ket bet gwelet pe glevet eun drouz bennak ?