Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —


Mari Bikaouik

Kanfard !… Eur c’haz, herve ’lerer, a rofe e lagad ’vit eur vrinigenn… Ac’hanta, ma fôtr, me ’rofe awalc’h ma hini evit kaout eur bannac’h kafe… Met, siouaz n’hall ket an nen kafean bemde… ken ker ha mac’h int, an treo ! Met d’ar zul e ve grêt eur podad mat, hag e keit ma pad, e pad… N’eo ket awalc’h ze, pegement ’m eus da rei d’it, Lupik ?

Al Lupik

Pevar skoed dek gwenneg, met Fanchonig ’ deus lâret d’in e c’hortoo ganac’h eur pennad, rak, emei, kalz a frejou hoc’h eus bet e deiou-man. Ha neuze, lâret he deus d’in lâret d’ac’h dont d’ober eur gôzeadenn ganti en deiou man, hag en em glevfet ho tiou.

Mari Bikaouik

Ma ! ma ! ma ! vel ma karo… e deiou-man ’c’h in neuze d’he gwelet.

Al Lupik

Pa gerfet, Mari Bikaouik, pa gerfet… pa ne vefet ket re vahomet gant ho labour… pa arrufet, vefet gwelet !… kenavo, breman neuze ! rak poent eo d’in hastan, da c’hallout achui ma zroiou arôk an noz. (Ec’h a kwit).

Mari Bikaouik

Kenavo ’ta, Lupik, ha bennoz Doue d’it !


XIVet PENNAD
MARI BIKAOUIK, (hec’h unan)
Mari Bikaouik (a fich ar boed).

Allo, kig breman, buan er zoubenn, rak bremaïk ec’h arruo al Luch gant Piêrig bihan, ha, marvat an nevo mall da gaout eun tamm bennak da zibri, pa n’eus bet tamm ebet abaoue ar beure-man.

Me ’c’h a d’ober eur bannac’h soubenn vat d’ean. Ha da c’hortoz anei da ’n em ober, pegwir, koulskoude, e plij d’al Luch e vannac'h jistr, ec’h an da gerc’hat eur voutailhad, rak n’eus ken, da di ar Bigêz… Eno e kavin, a zonjan. (Hag ec’h a kuit, eur voutailh ganti).


XVet PENNAD
AN ANKELC’HER
An Ankelc’her

Dampred vo ma ere ! Luch ar Bitouz hag e wreg a blij d’ê trotal ! Me desko d’ê lezel o zi e-unan ha mont kement-se da redek !… Ar pesk a blij d’ean an dour sklêr, al lapous nijal en êr, hag eur wreg vat a dle chom er gêr, ha