Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

a dosta)… Sell !… ma c’harotez ha ma irvin !… drailhet aman ! ’n eur choudourenn !… da duan an dilhad gwele ! ha me grêt eur gwele fresk ganin !… N’eo ket a-berz an diaoul e ve ar pardon-man ?… Eo, a gredan !… Hag an archerien n’int ket arru c’hoaz !… Lezomp bepred an treo evel ma ’maent, ha marteze e c’hallfont kaout roud pe roud d’an trubard a deu aman ken alies d’ober anei ganimp.

Luch ar Bitouz (en eur vont da gichen toull an nor).

’Ma vije bolante Doue gwelet an archerien oc’h arruout, rak bremaïk vo noz… ha mar be tapet, e noz, ar ziliou, — e ve kalz diêsoc’h klenkan al laeron ; — hag al lapous fall a zo bet aman a dle bean skanv e droad… (Sellet a ra bepred). Ahan ! arru int ’velkent ! N’eo ket c’houitet ar Bobaleon da gaout anê !


XXet PENNAD
AR MEMES RE — AR BOBALEON — DRASKIK — CHIKROTIK)
Ar Bobaleon (d’an archerien ’n eur dont en ti).

Sellet !… ne welet ket !… ôtrone… ar c’hoari ’zo bet aman ! Ma dalc’h an treo da vont evelhen… houman n’eo ket eur vuhe !… E renko an dud kêz-man mont ac’han… hag an ti a chomo difeurm… Houman eo an der pe beder gwech d’ar c’hoari-man da vean…

Draskik

Aboue pegoulz ve ar jeu-ze aman ?

Luch ar Bitouz

Aboue an dilojadeg, ôtrou !

(Chikrotik a skriv war baper ar pez a glev lâret).

Draskik

Ha ne vefe ket unan bennak o kaout droug ouzoc’h ?

Luch ar Bitouz

Ne gredan ket, ôtrou !

Draskik (en eur zellet a-zehou, a-glei).

Neuze, ’m eus aoun, e vo diês d’imp arruout… rak ne welan roujou ebet neblec’h… Daoust da ze, e refomp diouz hon gwellan, ha, mar gallomp, e lakfomp al lampon da vasonât diabarz.

Luch ar Bitouz

Mat ! ôtrou ! mat ! well a ze !

Draskik

Piou ’zo bet aman e kerz an dilojadeg ?