Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


Luch ar Bitouz

Al Liten hag al Lanchen, Otrou.

Draskik (d'ar Bobaleon).

Et, c’houi, mar plij, da lâret d’ê dont aman dioustu !

Ar Bobaleon

Ec’h an da vont.


XXIet PENNAD
AR MEMES RE, NEMET AR BOBALEON
Draskik

Bremaïk, pa vo an dilojerien aman, e c’hallfomp goût eun dra bennak marteze, ha kaout eun tamm muioc’h a sklêrijen… An disteran gir awechou a c’hall digeri d’an nen e zaoulagad. Alïes a wech hon deus bet betek breman tapet meur a hini evelse. Hag ar wech-man, adalek m’hoc’h deut dioustu d’hon c’haout, e vo marteze kalz êzetoc’h d’imp digas an tôl da vad.

Luch ar Bitouz

Ma… neuze da vihanan c’hoaz !… Rak arru eo gwall diês ma fenn gant kement-man a drubuilhou… (Klevet ’rer kôzeal er pellder). Glevet ket, ôtrone ?… ar Bobaleon Me ’anve e vouez ervat, — o kontan kôjou… Me gred ec’h arrufont prestik. (Sellet ra dre ar prenestr). Ya ! Ya !… arru int.


XXIIet PENNAD
AR MEMES RE — AR BOBALEON — AL LITEN HAG AL LANCHEN. (Mari Bikaouik ac’h a da azean war eur gador gant he bugel).)
Al Liten

Salud ! Salud, Otrone ! Salud d’ac’h, Mari Bikaouik ! Petra ! foar Vre he deve eur fin bennag, met, aman, e vo jolori neuze ’ta bemde ! Ha piou eo ar c’hanfard a zo bet aman adarre !

Draskik (rust d'ean).

Ya ! Piou ’ zo bet aman ?!! Ma oac’h war devez dre aze, e deiou-man, e c’hallfec’h, marteze, bean gwelet eun distôladenn bennak o troïdellat dre aman !

Al Lanchen

Den ebet, Otrou ! N’eus tremenet, d’in da c’hôut, divroad ebet dre aman hirie… kuita, Liten ?.., N’hon deus gwelet hirie o tremen nemet Fanch an Toulleg, Pôtr an Ti-Gwenn, ha Godig ar Litouzenn o vont d’an ti-forn ; met dalc’het o deus da vont gant o hent ; n’int ket deut wardro an ti-man.