Petra ! aman n’eus den !! Oh ! hola ! vat !
(Lakaat a ra war an dôl ar pez a dle lezel en ti… — O welet al Luch, e lâr) :
Mallarje, en amzer-man ar blâ ! Hag al Luch êt da vaskaradenn ! ’M eus aoun, eo êt da zod ! Ar paourkêz ! Kement a drubuilh an neus bet ive ’vid an deiou !… Pa welo Mari Bikaouik hag ar Bobaleon e pe stumm eo laket Luch ar Bitouz, ec’h a da vean aman eun abadenn adarre ! Ha den wardro, dampred vo ma êre ! Ha da glask piou mont ? Ma vije bet, da vihanan, ar Bikaouik pe ar Bobaleon dre aman, ’n eun tu bennak ! Ma ’c’h afen da welet ! (Sellet a ra war doull an nor). Kaout a ra d’in eman ar Bobaleon war gôz du-hont… (Hen gervel a ra). Bobaleon ! Bobaleon !
Petra ’zo adarre 'ta, ma Doue !
Petra !! Deut da welet !… Eur vaskaradenn !… hag unan vrao c’hoaz !
Biskoaz kemend-all !! Luch ar Bitouz êt da zant Malarje ! oh hola vat !!! Ar paourkêz den ! ’meus aoun eo ha da zod !!! Met n’eus droug ebet ha ne zervijfe ket d’eur vad bennak… Breman e welan skilêr mat war gement ’zo bet tremenet dre aman ! Ha n’on ken pell diouz kredi penôs ec’h eo al Luch e-unan an hini a ra kement a jeu en ti-man !… Hag an archerien a zo breman du-ze pell, n’oun ket pelec’h, o redek warlerc’h al louarn marteze, hag hen ken tost all d’e doull koulskoude ! (War ze en em gav Mari Bikaouik d’he zro).
O ma Doue ! Velkent !… Ha daoust petra ’zo arruet gantan ! Jezuz ! Maria ! Kredo ! Troet ma gwaz war e spered ? Pebez gwalenn a gasti evidon-me adarre !… Ha ma renker hen kas da Dinam ! Bobaleon, mar pije bet ar vadelez da vont da glask ar medesin ?