Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —


Mari Bikaouik

Ya ! Ya ! Ya ! velse eo bet kont siouaz ! Ha bremaïk pa ’n em gavo ar medesin aman, ma ne gollomp ket hon fenn gant ar vez, e vo kaer d’imp c’hoaz !… (En eur zellet ouz an treo digaset gant al Lupik).

Sell ! ma fôtr kez ! Eul « lapin ». N’he deus ket ankouaet Franchonik ar pez ’m oa lâret d’ei ! Heman zo deus hon jeu ! kaout a ra d’it e ve re kaout eun tamm friko goude an drubuilh hag an anken hon deus renket, en deiou-man, plegan hon choug dindane ?… Sell ! Luch ar Bitouz, pegwir eo tremenet d’it breman, ma rafes eun tamm skuban d’an ti… arok m’arruo ar medesin !

Luch ar Bitouz

Ya ! Mari, gwir awalc’h a lerez. (Hag al Luch da skuban an ti, epad ma ’n em lak Mari en dro d’he c’heusteurenn).


VIIet PENNAD
AR MEMES RE — AR BOBALEON — AN O. BIBICHEN
Ar Bibichen

Salud d’ac’h, Luch ar Bitouz, penôs eman kont ganac’h ?

Luch ar Bitouz

Oh… ôtrou, an dra-man n’eo netra… Met evit lâret d’ac’h ar wirione… n’oun ken petra an diaoul a c’hoarve en ti-man, aboue m’hon deus dilojet. Bemde e c’hoarve aman tra pe dra ha waz pe wasoc’h, ha n’omp ket vit goût na penôs, na petra ! Meus aoun, eo jordet an ti man !

Ar Bibichen

Jordet ! Jordet ! ze oa mat gwechall-goz, met hirie ne greder ken e koz kojou evelse ! An treo-ze n’int nemet kôjoù gwrac’hed koz, mat da netra ken nemet da spontan an dud… Ha c’houi, Luch ar Bitouz, lâret d’in, hag-en ’c’h oc’h, e gwirione, en ho jeu ?… N’oc’h ket dalc’het, kalz pe nebeud, nag en ho kof nag en ho penn, nag elec’h all ?

Luch ar Bitouz

Na gredan ket, ôtrou, betek breman n’am eus ket bet an disteran klenved… Poan gof ?… poan-benn ?… Ya, eun tammik, evel ar re all, met ze a dremene buan. Laret e ve, e gwirione, e teu ar c’hlenved d’an daou-lamm, nag evit mont kwit, e ve morzet ha kamm, met, warnon-me, ôtrou, n’eus ket bet gallet kaout krog betek breman.