Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


Mari Bikaouik (o klevet komz eus eur bugel a zav en eun tôl krenn).

O ma bugelig kez ! pa n’out ket lac’het, da vihanan ! O Santez Annan vinniget ! O Itron Varia Drue, mil trugare d’ac’h a-vreman, hag ar c’henta ma c’hellin, ec’h in d’ho trugarekât da birc’hina war ma zreid noaz da zan Kare ! Me er c’hoz ti-man, pelloc’h ken ne choman !

Luch ar Bitouz (droug ennan)

Na me ive, glevez ket, Bobaleon !… Well eo d’in mont gant a diaoul n’eus forz pelec’h ac’han, da gaout peoc’h.

Draskik (d’al Luch)

Allo ! Allo ! ma mignon, n’et ket da ’n em gemer kement-ze ! an treo man a dremeno ! Biskoaz glao ’neus gret na ’davfe, nag avel grenv ha na gouezfe. Kenavo breman, ma den mat, ha na strinket ket, mar karet, an trebe war lerc’h ar billig ; poan o fachan, ha paoan o vean fachet, ha poan o tifachan a zo ter boan. Kenavo d’ac’h ! (Ec’h a an archerien kuit).


XVIet PENNAD
LUCH AR BITOUZ HAG E WREG, AR BOBALEON
Ar Bobaleon

Vel ma karo ! met al lizer-feurm a zo groe ha zinet, ha, marvat, n’eomp ket breman, e ken berr amzer, d’hen dizober ! Ha neuze, petra zervij d’ac’h ! Aman oa tud arôk o chom, ha biskoaz, kaer ’zo bet laret, n’o deus bet an disteran displijadur aman ; et da c’houlenn digante, mar keret.

Luch ar Bitouz

Na chom aman, na paean, daonet vo an diaoul ! glevez ket, Bobaleon !

Ne oa ket ganimp a destou pa voe gret al lizer feurm . Na gwelet a vo haghen ne vo ket kavet tu pe du d’hen terri…

N’eo ket aru gourmikêl c’hoaz ; ha gant ze, d’am zi koz dioustu ! Hag al Liten hag al Lanchen, mar ’maint war-dro ne voint ket pelloc’h ’vit adkas an tammou treo-man, evid ar pez a zo anê, du-hont adarre ; epad ma ve tomm an houarn, e tleer darc’hoi war an anne ha n’eo ket goude. Allo !! Mari ! deus ive, e !… digas Piérig ganit, ha kerz bepred d’an ti koz ; arôk ma vo sonet kloc’h ar c’haboned, ni ’n em gavo d’hon zro. {Ec’h eont o zri kwit).


XVIIet PENNAD
AR BOBALEON

Ahan ! Ahan ! Setu aman jeuiou, ’me Dasel, aboue m’eo deut Luch ar Bitouz e wreg aman !!! Arôk, ne vije ket kont evelhen !! Ha setu, aboue, jeu bemde. Ha n’eo ket an diaoul eo, marvat, pegwir eo bet binniget hag adbenniget an ti man. Ma n'eo ket al Luch pe e wreg !

N’int ket nag an eil nag egile ken zod ma zonj da darn