Ya ! ya ! eun dra bennak ac’han dioustu ! Allo, Liten ! allo, Lanchen ! Kroget ! (Al Liten hag al Lanchen a gas eun dra bennak ermêz ha, dreist-holl, ar gador, stag eur pennad kordenn outi). O ! hola ! eur pennad kordenn stag ouz ar gador… (diskoue a ra ar gordenn). Ar gordenn a vo krouget ganti, bremaïk, an hini an n’eus grêt d’imp kaout kement a dregas !… Ha me gred ec’h eomp, ’velkent, da dapout ar c’had war he ched… Et holl ermêz, mar plij, ni c’h a da ’n em guz aman, eus hon gwellan, ha bremaïk e vo gwelet ! En dro-man, a gredan, e tosta Yann ouz e gazeg ! (An dud ac’h a ermêz, hag an archerien da ’nem guz).
Salud ! Salud !… petra ? … den ebet er gêr ? Daoust da belec’h e vefent êt ?… Rak, d’in da c’hoût, e tlee al Luch hag e wreg bean er gê hirie ! N’emain ket a-bell, marteze… Deomp da welet dre an nor all !… (Mont a ra da welet). Den ebet ?… Ma, velken ! Laret devoa d’in dont wardro ar c’houlz-man, koulskoude (hag hen da hopal). Luch ar Bitouz ! Luch ar Bitouez !… (An archerien, a deu diouz dindan an dôl, hag en eur gregi el Lupik).
a ! ya ! arru omp !
Me ouie awalc’h hon dije tapet ar c’had war he ched !
Petra ? Oh ! holla ’vat ! petra am eus me gret ? Me, klevet a ret, n’a meus na laeret, na lac’het, na grêt netra da vean kaset d’am toull !
Koz pabor ! breman ’teus c’hoant da nac’h, da ober da bôtr fin, pa ’c’h out tapet da zorn er zac’h ! Ne tes grêt nera ? Koz kojou !!… Ni zo kustum… ha bremaïk ec’h eomp d’ober d’it ober eun dans hep soner. (Mont a ra da c’hervel ar re zo ermêz). Deut aman ! deut aman ! Ec’h a, ’velkent, an abadenm da achui, ha n’eo ket digoulzet !…
Petra ’zo arruet ? ma Doue !! An diaoul !!! N’eo ket ’velkent.