ha bremaïk al Lupik ac’h a da vean barnet ha kondaonet. (Er c’heit-se, al Lanchen hag al Liten, a lak kentoc’h an dôl demdost d’al lec’h ma teu dioutan an Ankelc’her).
Lâret ’m oa dec’h lakaat an dôl er c’hreiz ha n’eo ket er c’horn-ze ! Ar barner a dle bean er c’hreiz… Laket bepred eun doubier fresk warni ha digaset anei aman.
(Diskoue a ra ar penn arôk an ti. Epad ma kempenner an doubier war an dôl, an Ankelc’her en em vout hep gout da zen, dindanni, gantan eur bistolenn, pe n’eus fors petra, da lôskel tennou-tân hardi ha moged). Ha bremaïk e vo gwelet, e gwirione, pe ec’h eo kablus al Lupik, pe n’eo ket ! Ya ! Ya ! n’eo ket hep rêzon, daonet vo kroc’henn Lusifer hag e bevar, e teue heman aman ken alïes… war digare digas eun dra bennak da Vari Bikaouik evit ober he c’heusteurenn ! Ya ! evit gwelet an doareou aman, d’ean da c’hallout ober an êzetan e droiou ! Da droiou ’c’h a da achui, Lupik, hag e-berr, arôk kuz-heol, me gred e vi boed d’ar groug. Achu breman d’ar farserezou ! Bremaïk, Lupik, ec’h a da vean difoariet diouzit, ha n’eo ket re abred, pa lâran !
Gevier ! Bobaleon, gevier ! Arôk pell amzer aman, kaer po ober, ar Wirione war he hed a baro war bep tra !
Ya ! ya ! Ec’h a da vean gwelet, rak me gred eman ar barner o vont da arruout. (Mont a ra betek toull an nor da welet). Me ouie awalc’h ! Arru eo !
Salud d’ec’h holl, mignoned. N’am eus muzul ebet nemet daou : raz, pe pewar, pe ober gaou. Ha dirak ar barner, ne zervij ket d’an den trei d’e c’henou an tu lardet gant an amann. Ar wirione a zo kazus d’an hini a zo kablus, ha koulskoude pec’hed e ve chench liou d’ar wirione. Aman, en de a hirie, ar Wirione ac’h a da vean displeget ha disklêriet, e noaz, penn-kill-ha-troad, hag an hini zo tamallet, me hen divec’hio pe hen koudaono. (Ar Barner ’ch a da azean, hag a c’hlav al Lupik dirakan).
Alo, Lupik, deut aman, breman. C’houi eo neuze ’ta an hini en deus grêt kemend all a jeu aman ? (Al Lupik ’zo pleget e benn gantan). Herve ma zo lâret d’in, ha testou a zo, ec’h eo c’houi a zo kablus ha n’eo ket tud all. Dre forz 'mont d’ar stivel, e teu da vreinan ar bezel. Dre forz ober troiou kamm, e tigoue d’ar forban kaout lamm. An den didroïdell, leal, fur hag a benn, a gav an tu