Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

gant an treo aman. Eur wech c’hoaz, diwallet petra rafac’h, otrou « juj », rak Doue a varno ac’hanoc’h evel ma varno ac’hanon ; ha pegwir e kav an den dirakan, diouz ma en deve grêt, ha netra ken, arôk laret ho ker, troet, evel ma lâr ar furnez, betek seiz gwech, ho teod en ho kenou. Eus ar bara e troc’het, e vo trempet d’ac’h.

Ar Barner

Ne dalv netra ar pez a leret, Lupik, ha, marvat, n’eo ket d’eur bugel eveldoc’h, dont da rei kenteliou d’eun den koz. Alo, tudou, savet holl breman en ho saoiou. Setu aman petra verk al Lezenn. (Sevel a reont holl en o zav, ar barner evelte, eur pez leor gantan en e zaouarn. Met a-boan eo d’ê bean savet, ma klever trouz, tan ha tennou dindan an dôl).

Holl war eun dro e c’hopont.

O ma Doue ! ma Doue !… An diaoul !… an diaoul !

An dôl en em dibrad anei hec’h unan, hag a zindani e sav eur sklêrijenn ru hag eur vogedenn spontus. An Ankelc’her gwisket e diaoul, eur forc’h gantan en e zaouarn, a argas an holl dud, ac' ha holl kwit, an eil dreist egile, evel tud sod. Hag er c’heit-se, al Lupk chomet e-unan warlerc’h a lâr ar giriou man.

Al Lupik :

Me ouie awalc’h ! AR WIRIONE A ZO TREC’H d’ar GAOU !!!


HAG ACHU EO.


————
19.983 — Brest, moulerez ru ar C’hastell, 4