Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Met kement-se eo ni eo, ken troet ’vel mac’h omp gant ar c’hontan, ma ne gaver ket gwelloc’h digare da rei, pa vezer diwezat e tu bennak, evit heman : « Ma fe, em ankouaet am eus ! Et e oan da 'heuilh koz ! »

Tud an Ankelc’her a blij d’ê eta kôzeal, evel ma ouier ober war ar mêz o klask hag o c’hervel furnez ar re goz da harpan o hini. Komz a reont eur brezonig beo, seder ha skanv hag a red dirakomp evel eur wazig dour sklêr o lugerni ouz an heol...

An Ankelc’her, m’hen asur a reio tro Breiz hag a gavo dre holl, gand ar Vretoned, digemer mat.

Brao eo d’in diougani kement-se, pegir ar pez a ’zo bet c’hoariet gwechall hag en deus goneet e vrud ’boue pell ’zo. Er blâ 1909, kement hag am eus sonj, e voe badeet kleier e Lomikêl-an-Trêz. An O. Deniel, hirie person ar Chapel-Neve, den a labour ha bet eur skoa vat d’ar brezoneg e peb amzer, a yeas da gaout an O. Clisson, kure neuze e Lanvelleg, hag a c’houlennas digantan stumman eun dra bennak, e brezoneg, da rei a-benn ar gouel ; an Ankelc’her a ziflukas ac’hane hag a deuas da c’hoari e bôtr mat, evit ar wech kentan, ouz mouez kleier neve Lomikêl.

Barrek eo da c’houistan, — hen gouzout a ra, — ha setu hen prenet gantan eur gwiskamant neve hag o vont da glask fred.

Me wel dija Bretoned o ’n em vodan war e dro ha bec’h gante o kaout tu da dostaat.

Bezet laouen, Pôtr Juluen ha bezet trugarekaët ; war dôlenn peziou-c’hoari an teâtr brezoniek, an Ankelc’her ne vo ket, nann sur, eur mez hen anzao evit e dad !

DIR-NA-DOR.


————