Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —

aman ! Ma ôtrou an neus lâret d’in penôs e vin tôlet er-mêz, adalek ma ne deuan ket a-benn da baean ma gourmikêl !… Kaer am meus bet lâret d’ean kaout ar vadelez da c’hortoz betek an Nedeleg, ’neus grêt van ebet !… Kenkoulz e vije bet d’in komz ouz eur penton… Glac’haret net ’ on !… Ha pelec’h ’c’h in me breman gant ma gwreg hag eur bugelig bihan… c’hoaz war ar vronn. Ar Bigêz an neus lâret d’in e oa an ti-man da feurmi…

(Sellet ’ ra endro d’ean).

Ma fe !… Heman a vefe diouz ma jeu !… Me gred e vefen aman ken êzet ha ken eürus hag eur pesk en e zour. (Hag e koue e zellou war ar paper) Ti feurmet !… ma ! velkent ie ! n’am eus tôl-chans vat ebet ! Setu ma fri war ar gloued adarre ganin !… Ne dalv ket, e gwirione, mont da besketa warlerc’h ar mare, na mont da glask uou en neziou warlene… Petra ’m eus grêt ’ta, vit kaout kement-all a drubuilhou war an tamm douar patatez-man ?


PEVARE PENNAD
LUCH AR BITOUZ — AR BOBALEON
Ar Bobaleon

Salud! salud ! Luch ar Bitouz, ma mignon !… Penôs ’man kont ganit ?... Gwall goz e kavan da benn ! N’out ket klanv, marvat ? Na pehez liou ’n ez kerc’hen ?

Luch ar Bitouz

Livet fall ?… marteze… Kalz well e vije bet ganin, koulskoude, ma mignon, bean klanv !… Met siouaz ! Gwasoc’h ’zo arruet ganin !!! Kaer ’m eus bet labourat ha labourat epad ar blâ, n’am mo ket arc’hant awalc’h da baean ma gourmikêl… ha ma ôtrou ’neus lâret d’in penôs e renkin mont ermêz ma zi… Ha kaer am eus klask, ne gavan ti ’bet da feurmi. En de all, koulskoude, e lâras d’in ar Bigêz penôs e oa an ti-man da feurmi. Met siouaz d’in, tapet on adarre re divezat ! Evel ma lâre mamm-goz, gwechall, pell eman Yann diouz e gazeg.

Ar Bobaleon

Petra ? re divezat! n’out ket laouen !!

Luch ar Bitouz

N’on ket re divezat ? Sell ! Sell, petra ’zo skrivet war an tamm paper-ze, koulskoude, hag e weli ! Skrivet ’zo warnan : TI FEURMET, evel ma welez.

Ar Bobaleon

Oh! holla ’vat !!! Ha piou an diaoul an neus grêt an dro-man d’in ? E oan, koulskoude, dampred ’vin, o paouez skrivan warnan, n’eus ket eun eur c’hoaz, TI DA FEURMI. (Sellet ’ra en tu all).