An torgosou derv ne vezont ket treuzplantet evel se diwar an eil kleûn war egile, Soëz. Aman e vije bet dleet d’in gallout mervel, en ti-man, elec’h ma ’z int bet marvet, ma zud, ha ma zud koz, arôk d’in, nemet (tostaat a ra ouz ar prenestr) ar re a zo oc’h ober o c’housk diweza du-hont en dounvor, an tonniou, an eil warlerc’h heben, o kana, noz-ha-deiz al « Libera » a a-us d’o bez. Ha c’hoaz ne ehanint ket gant o c’hân klemmus, e-keit ma vo ar bed en e sav.
Ya ! met n’eo ket kana a ra hepken ar mor, fenoz, al loen a zo anezan ! N’hen glevez ket, o youc’hal hag o skrijal dindan an avel-foll, o torbilat d’ezan e choug.
Mamm goz, well eo d’imp dibri hon choan, hon soub a ya da veza yen… Ne glevit ket, Soëz, eur bannac’hig soubenn ne rafe ket a zroug d’eoc’h, kuita… Ez an da drempa eun tammig d’eoc’h. Tremenet eo koulz koan, ha pa ver bet, eveldoc’h, o lammat diwar an eil roc’h war heben, hed-ha-hed an aod, dindan eun amzer evel houman, eur bannac’h soubenn domm a ra vad d’ar galon.
Ac’hanta ya ! pôtrezig… mat eo d’in… gant ma ne gemerin ket lod ar re all.
Petra lavaret, Soëz ?… Piou a dle dont aman, c’hoaz, fenoz ?
Den ebet… Ha neuze na ped kwech n’em eus ket klevet mamm goz o lavarout : « Mat eo rei d’ar paour betek an tamm diouz ar genou » kuita, mamm goz ! ha « well eo ranna etre dek, eget lezel unan hep »… « aluzenn diwar aluzenn a laka an Aotrou Doue da ober eur c’hoarzadenn ».
Alo, d’eomp d’ezi, neuze ’ta… rak, evit lavarout ar wirionez, prest ’oun da vervel gant an naon… Ha biskoaz n’em eus sellet a-gorn ouz eun tamm soub-kevalenn, evel houman… Abaoe ar beure-man, e oan o veskla, ha n’em eus ket bet an distera tamm kreün da lakât dindan ma dent.
Ober a ra Soëz he c’haoz en eur dibri. — Môn, azezet e-kichen an-oâled, a c’harz an tan a vervel.
Hag e pelec’h ’hoc’h bet o veskla, Soëz ?… lavaret ho poa d’in, e vijen êt ganeoc’h.
Du-hont endro d’ar Vugelez. Sell outo, hag e weli… ar re-man a zo meskl