Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

buhez… Ha ! sed, kaout a ra d’in, e oa kalz garvoc’h an amzer, e deiz-se eget fenoz !

SOEZ

Ya, met e deiz-se, moarvat, Môn, e oa ar mor gant da re… Selaou, ervat, Môn, ’n hen glevez ket ?… me gred e tle beza gwall fuloret fenoz ivez !.. .


————
IIIet PENNAD


AR MEMEZ RE, ANNAIG


ANNAIG, en eur arruout, berr-kaer warni

Môn ! Môn ! Ma zad koz, en deus lavaret d’in dont, buan, aman !…

SOEZ

Ya, gwelout a ran ec’h eus redet, Annaïg, rak berr-kaer ’eo warnout.

ANNAIG

Lavaret en deus d’in : « Kerz, kerz buan, ha diwall mat da chom da sellout »… hag ez oun deut d’ar red, d’ar red, d’ar red. Soken en eur sevel ar c’hra, aze d’an traou… rak tremen poent ’eo.

MON

Mar deo tremen poent, lavar d’imp, eun dra bennak, neuze, buan !

ANNAIG

Setu aman :… Bag, mab Job ar Barzig a zo o vont da goll du-hont, e tu all da Ilieg, war ar reier. Diwar an dosenn, e vez gwelet…

MON, a vouez izel

Yfig !!!… (a vouez uhel, neuze.) Ha petra a c’hallan-me ober evitan… me !!

ANNAIG

Muioc’h eget ne sonjet, Môn ! Ma zad koz a lavar, ne oar Yfig netra eus ar mor… n’anavez ket an aod, na dreist-holl an darempred, dre eno, e-touez ar reier,… biken, emezan, ne deuy a-benn da ’n em dibab ac’hano, anezan e-unan.

MON

Ha neuze ?