Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —
MARIVONIG

Alo ! Yann, deus, lavaromp da-vihana hon « fater », diouz hon gwella, evid ar re a zo breman e riskl o buhez, war ar mor, n’eus forz pelec’h, pa ’z eo gwir, koulskoude, n’alIomp ket ober ken evito.

MON

Ya ! an diweza pedenn en ti-man… ha ma c’halon a zo ker klanv ! ken trubuilhet eo ma spered, ker glac’haret ez oun, o welout petra ’c’hoarvez ganimp, ken n’ounn ket peseurt pedenn a c’hallfen-lavarout ken… d’eomp dezi, da welout koulskoude… marteze…

Daoulina a reont o zri hag e reont sin ar groaz : En ano an Tad, hag ar mab…

MARIVONIG, a izel-vouez a grog da lavarout ar pedennou… hag eur pennadig goude, e lavar a vouez uhelloc’h :

Hon Tad pehini ’zo e Nenv… hag ar peurest.

MON, a respont ganto a vouez eun tamm izelloc’h

Roit d’imp hirio, hon bara pemdeiek… pardonit d’imp hon « ofansou » evel…

Môn a chom e span hag en eur sevel en he sav, e lavar a vouez krenv :

Nann ! nann ! biken gaou ne lavarin !… lavarout e pardonan !… Iavarout gevier, d’an O, Doue !… biken !… « Evel heol Doue, dreist ar menez, e tle para ar wirionez » .

Hag e chom pleget he fenn ganti e tre he daouarn, eur pennadig ; — Marivonig ha Yann adalc’h bepret gant o fater ; hag echu d’ezi, ez eont da gichen ar prenestr, da selaou an avel o c’houeza ; — Môn neuze a ya c’hoaz ganti pelloc’h.

O, ma zad ! O, ma mamm ! O, ma zad koz ! O, mamm goz… ha c’houi holl, kerent, mignoned, amezeien ; c’houi holl hag hoc’h eus renet eveldoun, eur vuhez a boan, a drubuilh, hag a c’halc’har !… c’houi hag a zo breman ken evurus, du-hont, e Baradoz an O. Doue, elec’h n’ eus nemet madelez ha karantez e peb doare, elec’h n’ eus droug ebet ha n’all beza droug ebet, o, me oc’h asped, deuit c’houi da lavarout d’in petra a dlean ober !… Komzit… lavarit d’in eun dra bennak… Ha !… aoun am eus… krena ’ra ma izili dindanoun… Petore liou a devo ho komzou ?… hag hen ne vo ket blaz an trenk, blaz ar c’houerv, warno re !… Pardoni !… Savetei he mab d’an hini a deu d’am deurel er-maez an ti-man !… Ha ! c’houi da vihana, n’eus ket deut biskoaz eur glac’har a seurd-man da ranna d’eoc’h ho kalon !… Aman ez oc’h bet marvet evid an darnvuia, er gwele-kloz-se e oan e sell da rei ennan ma huanadenn diweza, e peoc’h gant Doue ha gant ma nesa. Hag ar re all a zo bet chomet du-hont e-kreiz ar mor, e kreiz ar mor-ze, o doa kalz muioc’h a garantez evitan c’hoaz eget evid an ti-man… Ha me… a renk mont