Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

c’hoaz, n’eo ket… d’it d’am barn… Ha forz a ra d’it petra ’rin-me ! Mar doun, me ma unan, kiriek d’ar walenn a gastiz a renkomp hirio plega hor choug dindani… ac’hanta neuze, ar bec’h anezi a gemerin evidoun ma-unan… setu aze !…

MARIVONIG

Yfig Barzig, hen, a zo divlamm awalc’h… ha koulskoude…

MON

Gwir ’eo ! !… Ar re veo hag ar re varo, holl e lavaront d’in pardoni ! Seblantout a ra d’in klevout o mouez truezus o tregerni dre aman… Ha n’ eus nemet an tamm koz kalon aheurtet-man, kaletoc’h eget eur maen… hag entanet gant ar gasoni… a ne selaoufe ket o mouez. Ha ! Ma Doue benniget, c’houi oar mat, Môn ne oa ket eur plac’h fall, met graet a zo bet d’ezi kement a zroug !!…

MARIVONIG, e kichen ar prenestr

Mamm goz ! Soëz a zo arru adarre war he giz… ha digeri ’rin d’ezi an nor ?…

MON, juntret he daouarn ganti, dirak ar greuseufi e pign ouz ar voger

O, ma Doue, en ho kenver, ivez, an dud a zo bet gwall dianaoudek… hag hoc’h eus pardounet koulskoude… (Mont a ra da zigeri an nor).


————
Vet PENNAD


AR MEMEZ RE, SOEZ


MON, da Soëz

Buan, Soëz, hastomp buan… ar stur… ar roenvou… gant ma ne vimp ket re diwezat !… Ha ! ma vije bet Kerdu aman !… (Mont a ra do zapout).

SOEZ

N’hen dije ket lezet ar re all da vont, hen !… Met, dousaet ha diskennet eo, eun tammig, an avel, breman, hag ar Penven koz ha me, e teuy ganimp, an taol da vad, a gredan, mar kavomp eun tamm mous bennak da zerc’hel mat d’ar paol…

YANN, en eur vont e trezek e vamm goz

Mamm goz ?…