Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Evel ma pardonomp…


Pez-Choari en eul lodenn, savet gant Berta ar Gêr-nevez



ROLL AR C’HOARIERIEN :

MON, ar vamm goz, 70 vloaz.

MARIVONIG, he merc’h vihan, 18 vloaz.

YANN, he mab bihan [1], 12 vloaz.

SOEZ, ar besketaerez, 65 vloaz.

ANNAIG, 15 vloaz.


Ar jeu a dremen en eun tammig ti-soul, a us d’an aod, e Bugelez (Perwenan).

Evit c’hoariva, tiegez eur pesketaer. A-dal, eur siminal, hag eur prenestr ; e tu-dehou, eur gwele-kloz hag eur bank-tosel ; e tu-kleiz, eun nor ; e-kreiz eun daol hag eur bank bennak.



KENTA PENNAD


MON, MARIVONIG, YANN

Môn ha Marivonig o renka tammou lienaj ha dilhad en eur c’hoz koufr e-tu kleiz. — Yann, azezet e-kichen ar siminal, a evesa ouz an tan.

YANN

O ! mamm goz ! ne glevit ket… gwasa ma ’zeo krenv, ha ma yud an avel !

MON

Ya ! ya ! ma fôtr, hen lez da yudal ar pez a garo, an avel… Hon zud ni n’emaint ken e riskl, breman. Gounezet o deus ar baradoz. Aet int pell’zo,

gant ar mor, d’ar bed all. Doue d’o fardono !

  1. Gwiska heman, e bragou-bras ; kalz aezetoc’h e ve, evid eur bôtrezig.