Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —

Doue ! Dec’h e oa o zro, ha warc’hoaz, e vo hon hini... An amzer a deu, hag an ankou a zo kriz ha didruez. Met da betra sonjal, kement-se, en amzer dremenet !… « Pa vez glac’haret an den, eo kouls d’ezan kana eget gouela »… Lezomp an treou ze a gostez breman… ha deuit, sed, da zibri ho skudellad soub… Arru eo diwezat anezi, tremenet eo koulz koan, (Hag e ya Môn da gichen an oaled, da drempa ar soubenn) ha bremaïk e vo poent d’imp mont da gousket !

MARIVONIG

Ya ! mamm goz ! met gant an avelaj-man,… dirollet eo an amzer,… n’allfomp ket serri eul lagad.

MON

Bah !… n’ hon deus den, ni, er-maez… hag ez afemp da gemer kement-se a boan-spered !

YANN, tostaet ouz ar prenestr a sell er-mez

O, evit me, n’am eus ket aoun da-vihana… ha pa glevan ar mor o c’hoari e benn hag o trouzal, evel ma ra breman, e kav d’in e klevan e vouez ouz ma gervel, evel ma zad koz gwechall… n’ hoc’h eus ket a sonj,… en noz ma savetaas lestr tri-gwern an Hollandiz.

MON, gant eus

O ! ro, peoc’h !… Yann !… ro peoc’h !… diwezatoc’h ez i, met hirio !… petra sonjez ?… re yaouank,… re yaouank… Eur gwaz ’out memez tra, Yann, ma fôtr bihan… Doue d’az pennigo ! ha da skuilha e vennoz warnoc’h ho taou !… Sed, deuit breman, aman, da gichen an tan, da zibri ho tamm soub.

MARIVONIG ha YANN, en eur dostât

Trugarez !… Bennoz Doue d’eoc’h mamm goz !

MARIVONIG

Ha c’houi, mamm goz, ne debrot tamm ebet ?…

MON, en eur vont da gichen ar c’houfr

Bremaïk ! e kavin gwelloc’h ma boued, p’am bo echu ma labour… Ha neuze, evid ar c’heit e vin e-dro d’ar pakadennou-man !… N’eo ket ar pez a zo anezo !… Pipi Varkêr a dle dont aman gant e garr… Met n’eo ket an tammouigou treou a zo aman a lako kement-se e warc’h Moji da c’houeza.


————