Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
Simon

bras a vab ! Carguet oll eo e benn eus an istroguellou-se ; hac ez oun certen penaus, evitàn da veza bras ha crén evel ma zeo, ne gredfe qet teuler an eil troad arauc eguile el lec’h ma vez teval. Me garfe ervad e vez possubl persuadi d’ar guerent da nonpas james ober aoun d’o bugale, ha da nonpas implija ur voyen qen dangerus, pe evit o funissa, pe evit o renta docil.

Credapl eo, ma vez interrojet an darn-vuia eus ar re a guez en drouc-sant, o deus ar moustreric en nôs, e respontfent e tiguez an dra-se dre beza bet grêt aoun dezo pa zoant bugale. — Ar pez a lavarit a so güir, tad Simon. Gallout a rafet memes ajouti penaus ar spontou-se grêt d’ar vugale, a so capapl da rêi dezo ar maro var ar plaç. N’eus qet pell-amzer em boa lennet en ur bultin un avantur horrubl. Ur buguelic paour o veza bet laqet en e gavel gant ar plac’h, a voe gourdrouset ganti da laqat ar blei da zont d’e guerc’hat, ma na chomje qet tranqil. Ar c’hrouaduric paour a voe qen horrublamant spontet eus a se, ma voe cavet maro, pa deuas ar plac’h da velet hac én a voa cousqet. — Oh ! va Doue, eme Simon, ma ouffe an oll droug a ell ar spont da laqat erruout, n’en em exposfet qet qen alies da ober poltronet eus ar vugale.

En eur gozeal evelse, ec’h arrujomp en un andret e pelec’h e voa pautret o tioüal o zaoud. Epad ma edo an tropel e creiz ur soulec o peuri, an daou vessaer yaouanq, a bere ar c’hossa