Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/109

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
a Vontroulez.






CHABISTR XXIV.


Simon a Vontroulez a zêr o guinou da dud pere en em occupe da drouc-comz, hac a gont dezo un histor.


Servichet e voa lein en hostaliri. En em laqat a rejomp da gozeal, pa voet azeet. Hor c’honsortet a gommanças da zrouc-comz o goualc’h var qement a vouient ha na vouient qet. Evit nebeut ma vije bet padet c’hoas ar gonversation gaer-se, e zemp da c’houzout qement tra fall a dremene en quær. Seulvui e voal-drêtet ur re benac, seulvui e c’hoarzet oll, exceptet Simon a Vontroulez, pehini a zave e c’hourniou guenn, ar pez a erru gantàn pa gommanç d’en em impacianti.

Clêvit eta, va zud, eme Simon, c’hoant oc’h eus-hu ivez e contfen dêc’h un histor ?

Pa glêvjot Simon e lavarat an dra-se, en em leqjot d’en em sellet an eil eguile gant eston, rac va c’hamarad ne voa qet bet c’hoas clêvet o lavarat netra, hac e tavjot evit e selaou.


HISTOR FANCH-COS.


Beza voa em brô, eme Simon a Vontroulez, un den venerabl, a hanvet Fanch-côs. An den ancien-se, pehini a voa meurbet charitabl, na