lavarat guer, evel pa vijent bet dalc’het dre ur seurt confusion. Ar gonversation a gommanças goude, mes var sujedou all. En em absteni a rejot da zrouc-comz, quit ha ma voemp eno ; mes sonjal a ra dìn e vezint bet en em didomaget eus ar silanç-se, goude ma voemp sortiet, rac ar vedisanç a so un dra ar gouassa da ampech.
Simon a Vontroulez a brezec d’ar bobl var an nesessite da baea gant soign an impodou.
Ar c’henta andret e pehini en em arretjomp en eur guitât Landreguer, a voe en ur guêric pehini na fell qet din henvel, rac profita ràn eus ar guentel en deus roet deomp Fanch-Côs, er chabistr arauc. O tremen ar ru vras e voamp pa veljomp calz a dud o lenn un affich a voat o paoues staga ous ar vuraill. Dre na elle qet an oll dud-se tostat assambles, hac e voa peb-hini impaciant da c’houzout petra a annonce, e pedjot an hini a voa an tosta d’en lenn a vouez huel. Arrêti a rejomp ivez da zelaou, hac e clêvjomp ar c’homzou-mâ : — Ar mêr eus a gommun… a breven an habitantet e zeus meur a hini en o zoues o deveus negliget da acquitta o c’hontributionou, hac e zeus accorded dezo eiz dez evit echui ar baeamant ; passed an termen-se, ar re na vezint qet en em laqet en regl,