Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/119

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
a Vontroulez.

laqas da c’hoarzin eus va indignation, sepet ar mab hena hepqen, a bebini ar zellou truezus a seblante va zrugarecat eus ar gompassion a zisqeuzen evit e c’hlac’har. Un den ancien, furroc’h ha respetaploc’h eguet ar re all, a dostas ouzòn, hac a lavaras dìn : « Petra fell dêc’h ? Ur c’hustum eo hac en deus bet bepret lec’h er vrô-mâ. Qerent an den maro eo a bae tout ar scoden, ha ma en em refusfent da se, ar refus-se a vez sellet evel un outrach grêt d’an hini maro. » Cede aze, emedon-me, ur fêçon drol aoüalc’h da zisqeus ar respet evit an anaon, mont da eva var e vez ! Ar c’his infam-se en deus caer beza ancien, n’en deo qet nebeutoc’h revoltant ha barbar, hac e ve poent bras renonç da ur c’hustum qen vil ha qen mezus.





CHABISTR XXVII.


Simon a Vontroulez a ra ur rancontr hac a brouv e zeo alies an dud gourmand punisset dre ar gourmandis memes.


Recit Simon a Vontroulez a voe arrêtet dre ur rancontr drol aoüalc’h pehini a rejomp, hac hor spontas, evitàn da veza capabl da laqa meur a hini da c’hoarzin ; rac beza zeus tud hac a c’hoarz pa velont re all en ambaras : an dra-se n’en deo na poli nac humen. Guelet a rejomp var bord an hent ur pautr hac ur bautres, harpet peb-hini e benn ous ur vezen , o