hanvet va den, Simon a Vontroulez, ha ne meus gret dezàn beachi nemet e Breiz hepqen. En hor brô eo eta er güelimp bepret occupet eus a voneur e nessa, ous hon instrui dre e gomzou ha dre e exemplou. Arranget e meus meur a dra el labour-ma, evit ma vezo essoc’h da gompren d’an dud divar ar meaz, hac e meus credet dleout ramplaci ar Chabist XVII dre un all, var sujet meur a accidant e pere peb den a ell douguen ur sicour pront. Anfin, grêt e meus va fossubl evit ma ello plijout d’ar Vretonet.
El levr-mâ peb-unan a gavo un dra benac da vedita ; mes bepret exemplou da dec’hel ha re all da heuill : atao qentelliou fur, hac ar brassa respet evit hon religion santel.
Na elfet qet sqigna re al labour-mâ, ha da zezirout e vez en em gafe etre daouarn an oll Vretonet ; rac, el lavarat a ran c’hoas : ennàn e qevint reoliou a gundu vad evit peb seurt stat demeus ar vuez, hac e meus an esperanç douç da sonjal ec’h ello produi frouez mad. En esperanç se eo hepqen e meus antreprenet en ober. Eürus, ma ell tizout d'ar but-se !