Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/123

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
a Vontroulez.

reot hep moderation. Ar pez a blich d’ar guinou, a zifres alies an estomac. Pa en em roer hep moderation d’ar pez hon tent, ar c’horf en em sant eus a se. Ar yec’hed eo a bae dleyou al licheri. Var digarez ma zoc’h yaouanq ha yac’h, arabat eo dêc’h sonjal e tle an dra-se padout atao. Ma na stourmit qet ous ar goall inclination, e vezot côs abred, hac hoc’h estomac en devezo tri-uguent vloaz, d’ar c’houlz n’ho pezo-hu nemet trêgont. Marteze memes ho coal inclination a gousto ho puez dêc’h ; rac anfin, ma tiguesse dêc’h caout etre ho taouarn ur poeson benac, ha na anavessac’h qet, ec’h elfec’h beza tentet gantàn, evel ma zoc’h bet hirio gant ar voulouigou-se. Sonch ameus da veza guelet un den yaouanq goal gourmand, da behini un errol evel hoc’h hini a so bet diseür. An den yaouanq-se na vele james un dra benac a zisqeuze beza mad da zibri, hep caout c’hoant d’en tànva. An disposition-se en devoa grêt dezàn coumeti meur a imprudanç. Anfin, beza e voe ar victim. O veza bet cavet un deiz ur paqadic poultr guenn, e sònjas e voa sucr, pe un dra benac all a vad ; dibri a eure… Arsenic e voa ! Un nebeudic goude e santas ur c’holica horrupl ha convulsionou spontus. Dre na vouiet qet ar sujet eus e boan, na eljot rei dezàn nep sicour, hac e varvas en un tourmant an eüzussa. Ra deuyo an exempl-se, hac an hini so o paoues erruout ganêc’h, da servich dêc’h da guentel, va bugale guèz. Ar gourmandis so ur viç goal humiliant ha gaoal dangerus, eus